Olive Thomas
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Olive Thomas ![]() |
Anv-bihan | Olive ![]() |
Anv-familh | Thomas ![]() |
Deiziad ganedigezh | 20 Her 1894 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Charleroi ![]() |
Deiziad ar marv | 10 Gwe 1920 ![]() |
Lec'h ar marv | Neuilly-sur-Seine ![]() |
Doare mervel | abeg naturel, Emlazh ![]() |
Abeg ar marv | nephritis ![]() |
Lec'h douaridigezh | Woodlawn Cemetery ![]() |
Breur pe c'hoar | Lottie Pickford, Mary Pickford ![]() |
Pried | Jack Pickford, Jack Pickford ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Micher | aktour, model, aktour c'hoariva, senarioour(ez), aktour sinema ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1916 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 1920 ![]() |
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/81/Olive_Thomas_4.jpg/220px-Olive_Thomas_4.jpg)
Olive Thomas, ganet Oliva R. Duffy d'an 20 a viz Here 1894 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Gwengolo 1920, a oa un top model hag aktourez filmoù mut stadunanat. Thomas a oa krog da vezañ ur patrom evit treserien e 1914, goude-se e oa faet da labourat er Ziegfeld Follies er memes bloavezh. Gwelet e oa bet goude-se en abadenn The Midnight Frolic. E 1916 he doa komañset da vezañ aktourez filmoù mut ha troet he doa en 20 film e-doug pevar bloaz. Memes bloavezh e oa hi dimezet gant an aktour Jack Pickford, breur yaouankañ an aktourez filmoù mut Mary Pickford.
D'an 10 a viz Gwengolo 1920, Thomas a oa marvet e Pariz goude bezañ bet lonket pareoù he gwaz a-enep ar syphillis, merkur bichloride. Dre lonkañ ar pareoù-se e oa bet tapet un nephritis ganti. Embannet e oa bet e oa ur marv dre gwallzarvoud, met ur wech aet ar c'heloù dre ar bed e oa deuet da vezañ iskis evit ar gazetennerien. Lod o devoa embannet e oa un emlazh met n'eus ket prouenn ebet eus ar fed-se betek-henn. Marv Thomas zo unan eus kentañ gwallreuzioù niverus Hollywood o vezañ brudet. Ar strolladoù relijiel stadunanat a oa bet roet nerzh dezho en o stourm a-enep bed ar "sioù" a oa Hollywood evito.
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a4/Oliveartistic.jpg/220px-Oliveartistic.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cb/Olive_Thomas_nude.jpg/220px-Olive_Thomas_nude.jpg)