Marc'harid Sikilia
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
Marc'harid Navarra pe Marc'harid Sikilia (1128–1183), a oa ur briñsez eus Navarra a zeuas da vout rouanez Sikilia goude dimeziñ da Guglielmo Iañ, roue Sikilia (1154–1166). Goude marv he fried e voe rejantez (1166-1171) e-pad bugeliezh o mab Guglielmo II.
Merc'h e oa da García Ramírez roue Navarra ha d'e bried kentañ, ar briñsez norman Marc'harid de L'Aigle. Dimezet e voe en bugel da Guglielmo, pa ne oa nemet ur priñsig bihan, hag eñ pevare bugel ar roue Ruggero II.