Alegorienn
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/28/Filippino_Lippi_001.jpg/300px-Filippino_Lippi_001.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/53/Nikolaos_Gyzis_-_Historia.jpg/220px-Nikolaos_Gyzis_-_Historia.jpg)
Taolenn gant Nikolaos Gysis (1892).
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/89/Plat_eau_16es.jpg/220px-Plat_eau_16es.jpg)
Un alegorienn (diwar ar gerioù gregach ἄλλον / állon, « tra all », hag ἀγορεύειν / agoreúein, « komz dirak an holl ») zo un doare skeudenniñ ameeun hag a implij un dra (den pe ober) evel arouez un dra all, meizad difetis peurvuiañ, pe kentel a vuhezegezh diaes da aroueziañ war-eeun.
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Geriadur Vallée e kinnig an oberour ar gerioù parabolenn ha dammeg, diwar ar ger kembraek dameg, a dalvez kement ha parabolenn[1]. Alegori hag alegorienn a gaver e Geriadur Favereau. Geriadur Ménard a ginnig ur ger adammeg, kenorin gant ar ger dammeg meneget dija. Allegorienn a gaver en implij gant Diwan[2].
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
El lennegezh ec'h implijer an alegorienn evel un hir a vetaforenn, evel en Alegorienn ar vougev, gant Platon.
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Dameg, displeget evel "stori i ddysgu gwers neu wirionedd, chwedl" e-barzh Y Geiriadur Mawr ; meneget eo ar gerioù aralladur, ha gourmojenn ivez e Geriadur Vallée.
- ↑ Brezhoneg21 - Lennegezh